Pajenn:Ar Floc'h - Per pe Baol, 1922.djvu/1

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 346 —


PER PE BAOL
————

Ar goanv a oa tremenet, ha Mônig, merc’h ar mestr-skol n’he devoa ket c’hoaz kavet eur pried. E-pad an hanv, koulskoude, e vije gwelet ar beufig e kement pardon a gleved hano anezan : d’ar Folgoat ez ea da viz Mae, da c’houlenn ar c’hras da gaout eur gwaz ; da bardon bras Lesneven e vije gant ar re aketusa da vont el lec’hiou darempredet gant ar gwazed, dreist-holl gant ar baotred yaouank. Bet oa e Ploueskat deiz ar redadeg-kezeg,