Pajenn:Ar Floc'h - Per pe Baol, 1922.djvu/2

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 347 —

e foar Vaze e Landi, hag e kant lec’h all. Meur a baotr yaouank evit gwir a zelle outi, a c’hoarze outi, a rea luchadennou outi, met hini anezo na skrivas d’ezi, hini anezo na deuas d’he goulenn. Ar plac’h yaouank a oa en dizesper ha ne ouie mui penaos en em wiska, na da be zant en em westla evit kaout eur gwaz.

— Ha koulskoude oun eur plac’h vrao, na re vras na re vihan, na re deo na re voan, eun daoulagad glaz, eur bleo bloundin, en eur ger tra pep tra evit plijout d’eun aotrou a renk uhel !… Ha ne gavan hini, ne deu ket eun unan d’am goulenn ! Ha koulskoude va zad a zo eur mestr-skol eus an dibab, va mamm a deu eus eur familh uhel. Ne ouezan ket petra a zo e penn ar baotred yaouank a hirio !… Setu em eus ugent vloaz, penn-herez, eur plac’h desket a-zoare oun ivez, broderez n’eus ket he farez, muzikat a ouezan ivez koulz ha n’eus forz piou, ha gant an traou-ze holl, gwaz ebet !… Mat ! m’en tou, a rankan kaout eur gwaz a-benn miz Du kenta, rak ne gavan ket dereat beza dilezet evel ma’z oun, eur vaouez vrao evel ma ’z oun, gant kement paotr yaouank a zo er vro. Per pe Baol, ze na vern ket, met unan am bezo, pe me welo, ne fell ket d’in chom da ober eun dintin Mônig.

An nevez-amzer a oa tremenet, divez miz Mezeven a oa deuet. An tad a gomze eur pennad a oa eus divez ar skol, hag en e zonj en devoa lakaet mont da dremen daou viz d’an Aber-Ildut, e-lec’h en devoa eun ti evit an hanv.

— Ah ! tad, gwechall pa oan bugel, e plije d’in monet da welet mamm-goz, met breman ez eus eun abadenn all ; plac’h yaouank oun, mall d’in kaout eur gwaz, pe chom da dintina, ha n’eo ket en Aber eo e kavin va fried, nemet eur maltouter pe eur pesketaer ho pefe c’hoant rei d’in da bried, tad !

— Da belec’h eta e fell d’it ez kasfen, evit ma kavi eur gwaz eus da gendere, merc’hig ?

— Da Bariz, tad !… Poent ha poent bras eo d’eomp monet d’ar Gear-Benn, evit gwelout ar vuez en doare ma plij d’in, ken em bezo bet eur gwaz da vihana, ha goude avad e teufen adarre da Vreiz, met lorc’h ennon gant va Farizian, tad !

Mônig, ar penn avelet, he devoa klevet komz eus divinerezed Brest. Eun ali he devoa bet digant unan eus he c’hamaladezed da vont da welet unan, ha ma ne gomzfe ket houman hervez he c’hoant, monet da gaout eun all hag a welfe muioc’h sklear en he amzer da zont ! Eiz dez goude, Momig a oa e-tal eun divinerez goz, ruz he fri, ar butun o tivera dioutan, met kaozeal mat a ree ar c’hartou eviti : eur gwaz he devije, eur paotr yaouank brun, touzet e varo evel eun Amerikan, met eur paotr a renk uhel, hag a deufe d’he gwelout war ribl an traez-mor.

Mônig a roas dek lur d’an divinerez, hag en eur vont en trên binan war-zu ar gear, e kave d’ezi gwelout a-vreman he brunig o tonet d’he c’haout, met n’eo ket da Bariz oa d’ezi monet, met war ribl an traez-mor en Aber eo e teufe d’he briata, ar brun touz. Setu Mônig ha da heul he zud d’an Aber, pa oa deuet ar c’houlz, an ehan-skol.

Ar baborez yaouank a vije gwelet bemdez, ken aliez ma pare