Pajenn:Ar Floc'h - Per pe Baol, 1922.djvu/4

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 349 —

e teuio ganen aman. Ra vezo brao, kempenn an traou en ti da zigemer va zervicher, dousig va c’halon !

— Oh la la ! eme an tad, nag a urziou, nag a gomzou flour !… Dousig va c’halon !… ra vezo brao an traou ! Ac’hanta ! Ha petra c’hoaz evit ar benn-herez, mar plich ?

— Ro peoc’h, Herri ! a lavaras ar vamm, rak hounnez, ar verc’h-ze, he deus muioc’h en he bez bihan eget na peus-te en da benn bras.

— Alo, Fantig ! Mar d’ema al lostenn hag ar bragou ganez, ro da urziou ha me a zento ; n’eus nemet an dra-ze evit beza didrabas oc’h ar merc’hed, tevel ha tevel atao !

— Setu ’ta, va merc’h, warc’hoaz e teuio ganez dousig da galon, ha dirazan e roimp d’it hor ger.

Lorc’h enni, sur eus he mamm, hag ivez eus he zad, antronoz ar plac’h yaouank a valee drant war an traez : he muia-karet a oa oc’h he gortoz. Neuze, kazel oc’h kazel, e kemeront an hent a gas da di ar mestr-skol. Great oa d’ezo eun digemer kalonek, dreist-holl gant ar vamm, ne ehanas ket da fougeal he merc’h.

Eur miz goude, Aotrou person Lanildut a eureujas an daou yaouank.

Loeiz ar Floc’h.