(1)
Gwechall goz, araok ar Reveulzi vras, edo o chom e parrez Kerlouan, eun toer-soul, hanvet Yann al Loutik. Yann a oa eur marvailher eus ar penn kenta ; ar vugale koulz hag an dud en oad, o devoa mil vatier, a c’hoarze leiz o c’horf, pa vije Yann o konta eur marvailh bennag e toull al ludu. Raktal ma kavas eur vaouez dioc’h e gendere,[1] Yann a gemeras eur pried. Mac’harid an Teven, e vouez n’oa ket a drazur eur gaer a bebren, met gwelloc’h evit gened he devoa, furnez ha relijion grenv evel he zud en he raok. Yann ne gemere ket eur vaouez evit he mac’hagni, evit beza ganti evel ki ha kaz, met evit he lakat evurus e ser. Morse se vije gwelet an toer en eun hostaleri ; tec’hout a rea dioc’h an evach brein, rak gouzout a rea e chom ar vrud vat e toull an nor, hag e ia ar vrud fall beteg ar mor.
An daou bried o devoa bet digant Doue tri mab. Ar c’hosa, Cheun, a jomas er gaer da zikour e dad da dei ; an eil, Sezni, eur spered lemm a baotr, a ieas da Lezneven da ziski ar vicher a galvez, ha Biel, ar iaouanka, pa oa deuet war an oad, a fellas d’ezan mont da Vrest, da glask e rest. Ar paotr iaouank, eun tamm berr a spered, a zentas oc’h eur stultenn froudennus, a ieas da heul eun amezek hag a roas d’ezan da gredi n’oa netra da ober e Brest nemet lipat ar mel a ziver dioc’h ar mogeriou. Allaz ! evel a welimp e kerz an danevellig-man, ar paourkez paotr a gouezas e veud en e zourn, e vinaoued na deuas ket da veza souc’h, e lenn da veza mor, nag e vag da veza lestr, rak ne ouias ket ober e chaoser dioc’h e lenn.
Cheun, ar paourkeaz amboubal, adaleg m’en devoa desket sevel ar weren d’e vuzellou, a vije aliesoc’h mezo eget diabaf, hag heb mez e chome da alvaoni, da c’hlavourenni dirag ar poezon melen, keit ma vije e dad a-zevri o tei, evit delc’her d’ezan eun tamm bara. Ouspenn ma oa droch,[2] Cheun a oa c’hoaz eur c’hasaüs a zen ; en em zevel e rea oc’h e dud e-unan hag oc’h an estren, heb an disterra digarez, ha kaer a oa kas e dorz dezan d’ar gear, e kendelc’he bepred da ober talabao ha da ziskouez e gounnar-ruz.
An daou gos, war bouez beva divis ha labourat start, a zelc’has d’o mab kosa eun tamm bara ha dilhad dibikous, met n’eus forz da beleac’h e iea eus ar gear, e vijent enkrezet gantan, ar c’heaz furzod. Eun dervez, o tont d’ar gear eus ar bourk, Cheun, tom d’e c’henou, a gavas war e hent daou ganfard eus a Wiseni. — « Me eo ar gwella goaz a zo er vro, c’houi n’oc’h nemet daou zanvad, n’oc’h ket d’in eun tanva ; ho pruzuna rafen etre va meudou evel daou c’hlesker. »
Hag e krogas, e krogas e kolierou ar baotred en eur skragnal e zent. Kerkent avad edo d’an douar a stog-e-gorf, evel eun eubeul o c’hounit e gerc’h, e garavellou er vann, eun trepagn en devoa tapet. Neuze, a dreuz traonien ha lanneg, e ieas d’ar gear e kounnar-ruz, da ober harao ha trouz d’e dud.
Feas gant e vab lonker, Yann a ieas da gemen d’ar mear da lavaret d’ezan pe doare buez a rea d’ezan ha d’e wreg ar mab kasaüs. Ar mear a deuas antronoz vintin pe oa diabafet ar paotr hag a lavaras : « Diwar ar mare, Cheun, ez eo poent d’it ehana da ober cholori d’az tud, pe ma ne res ket, me a entento ouzit a zoare. Klevet a res ! ma rankan dont aman c’hoaz eur wech all, e vezo daou archer ganen, ha neuze o vezo gwelet piou [eo] ar mestr, pe te pe al lezen. Mez a dlefes da gaout o vale etouez an dud, met ne peus ket, rak ne gomprenes ket pegen kasaüs out. Eun trepagn a peus bet, ne peus ket hen laeret, ha da dud a vije lawen, ma vije an diveza, ma vijes diwar ar mare dizounet diouz an hosteleriou. N’eus den ebet er barrez ken fall oc’h e dad evel ma z’out-te, ha ma pije eun tam kalon en da greiz, ec’h en em strinkfes e-harz o zreid, e c’houlenfes pardoun outo, e lavarfes d’ezo e fell dit beza adarre evel pa oas bihan, eur mab fur ha sentus. N’oun ket deuet aman da ober eur zermoun d’it, met difen a ran ouzit seac’h ha glaz ober an disterra poan d’az tud, ma ne fell ket dit beza laket er goudor. Ma klevan eur grik diwar da benn, e c’halles lavaret emaout kraouiet da vad. Rakse, taol evez rak gwelloc’h paotred evidout-te a zo bet ententet outo, ha te, ma ne gares diwall, a vezo kavet an tu warnout ive. »
Pelloc’h goude, Cheun na lipas mui e vourrou diwar ar Melenog, dont a reas a zervez da zervez da veza zoken skouer ar goazed e Kerlouan, gwelloc’h e rea e zeveriou a gristen, heug en devoa oc’h an evach krenv, met gwin avad a zalc’he dizefot en ti evit e dud, evitan hag evit ar vignoned. Al levenez a gemeras adarre e ti an toer koz leac’h an dristidigez, an heol a baras war an daou goz, eleac’h an tan hag al luc’hed. Daou vloaz goude, Cheun, deuet da veza fur, a zimezas da Chef an Tibalann, intanvez iaouank gant daou a vugale. An daou bried iaouank, eleac’h ober o ziegez o unan, a jomas da veva e ti an daou goz, divisoc’h oa evito.
Abenn eur pennad mat a amzer goude, Cheun, gant e wreg hag e vugale, a ieas da bardoun Lezneven, da welet Sezni hag e familh. Sezni a oa ar voul gantan e Lezneven, brudet oa dre oll ar c’hanton evit ober benveou labour eus ar re wella hag arrebeuri eus ar c’henta.
Eur bardaezvez goude koan, an daou vreur a oa azezet en eur c’hougnig eus al liorz, hag a goas, e teuas hano eus ar breur dianket pell a oa.
« Te ne ouezes ket ive e peleac’h eman Biel ? eme Cheun. »
— « N’em beus bet kelou ebet dioutan pemp bloas a zo, Cheun. »
— « Eun druez eo !… Ouspenn ar vez evidomp ! Ar vamm, nozvesiou a zo, pa deu da zonj d’ezi anezan, ne gousk ket eur veraden, ne ra nemet hirvoudi ha skuilha daëlou. »
— « Me em beus estreget eur wech goulennet kelou dioutan, laket her c’hlask
dre-oll, ha morse kelou mat ebet ! »
- (Da heuilh).
- Loeïz AR FLOC’H.
- (Da heuilh).