(4)
Kerkent, ar moc’h gouez, a deuas, en eur c’hrougnal, ha raktal daou anezo a lampas gantan, daoust ma troe e wialen a-zevri. Unan anezo, araok mervel, a ziframmas eun tamm eus e gof-gar. Met allaz ! koueza raent evel keilhen dindan nerz ar wialen, hag eur c’hart-heur goude, an diveza anezo, kaer en devoa bet grougnal ha digeri e skrin da ober aoun da Cheun, a gouezas evel e genseurted ; an treac’h a oa a-du gant an den.
P’en devoa gallet en em zizober eus al loened flerius-se, paotr Kerlouan, lorc’h ennan leiz e groc’hen, a zavas, a ieas a zeou, ha prestik ec’h erruas war ar wenoden a dlie da heulia evit digouezout o Lochen an Ermit.
Epad eun hanter-heur e valeas er c’hoad teval, netra na gleve, netra na wele nemet eur steredennig bennag en oabl du-pod. Evelato, rodig a dro a red bro, ha pa oa o sonjal an nebeuta, Cheun a welas eur c’houlaouen o lintra en devalijen. Divec’hiet en eun taol, dremm Cheun a lawennaas, rak e kichen ar sklerijen-ze, e tlie beza eun den eveldan, eun ermit, da lavaret eo eur c’hristen eus an dibab, eur zant marteze. Kennerzet gant ar zonj-ze, Cheun a ieas beteg an nor, he storlokas eun tamm. Kerkent eur vouez eus an diabarz a c’houlennas : « Piou a zo aze d’ar mare-man eus an noz ? »
— « Eun den kollet diwar e hent, a zo o c’houlen diganeoc’h hen digemer evit tremen an noz, ma ve ho madelez. »
An nor prestik a zigoras, ha Cheun neuze a welas eun den krommet muioc’h gant an dienez eget gant an oad.
« O vont da beleac’h emaoc’h neuze, va den mat, mar d’oc’h kollet diwar hoc’h hent ? » eme an ermit.
— « Me a zo o klask eur breur d’in, Biel, va breur iaouanka, tec’het eus ar gear tregont vloaz a zo. Va mamm ne ehan da hirvoudi, ha da ober d’in poan spered, abalamour ma ne iean ket da glask ar breur dianket-se.
— « Pe hano he deus ho mamm ? »
— « Mac’harit an Teven a ves great diouti e Kerlouan. »
— « Hag ho tad ? »
— « Va zad a zo toer soul, Yann al Loutik eo hano mat. »
— « Ha me eo Biel al Loutik, da vreur iaouanka ! o va breur keaz deus d’am briata, keit all a zo n’hon d’eus ket en em welet ! Hag an dud, penaoz eman ar bed ganto e Kerlouan ?
— « Holl omp iac’h, Biel, ha me a zo dimezet da eur verc’h da Donig an Tibalann, hag em beus pemp a vugale, emaoun prest dija da veza tad-koz, rak eur verc’h ugent vloas em beus, hag unan a driwec’h vloaz. Ha te, Biel, petra res er c’hoad-man, perak e chomes en toull laou-man ? Red eo lavaret e ve kollet da skiant vad ganes, pa jomes en doare-ze da veva e kreiz eur c’hoad, emesk al loened gouez. Ha perak e lezes da dud da zizeria bemdez, ne roes kelou ebet d’ezo diouzit ! daoust m’em beus ebat oc’h da welet, n’oun ket evit miret da lavaret d’it e ran ganes eun diael a baotr amboubal ! Nag a boan em beus me bet. Kignet va zreid ganen o vale o tont aman, bet o kouskat war balan, war raden, war lann, heb tamm d’am c’hoan aliez. »
— « Ha piou en deus lavaret d’it edon aman o chom ? »
— « Plou !… eur vaouez goz eus a Vrest he deus roet d’in eur walen, ha ganti oun deuet a forz da vale, a-benn d’az kavout nemet e lavaran d’it em beus ranket delc’her penn da ouspenn kant aneval gouez bremaik er c’hoad aze. »
— « Ma !… skrijus eo ! »
— « Ya ! Ken skrijus-se eo ! ha panefe va gwialen, e vijen bet breman m’oarvad a dammou e korf ar moc’h gouez, hag an oll draou-ze em beus gouzanvet dre garantez evidout, Biel. »
— « Da drugarekaat a ran a-greiz kalon, breur keaz, met m’oarvad out skuiz maro, hag ez eo mall d’it koulz ha d’in mont da gouskat. Varc’hoaz e kaozeimp adarre, breur. »
— « Ne zigases tamm ebet d’in d’am c’hoan, dare oun da vika gant an naoun hag ar zec’hed, breur Biel.
— « Aze en da gichen, en armel zu, e kavi bara ha kig-moc’h-gouez, deb leiz da gof, na res ket ardou, Cheun. »
— « Oh ! ne rin ket a ardou avad e ti va breur, tennet eo diganen ar c’hamembre, ha kof goullo, evel a leverer n’en deus ket a ziskouarn !… Ha petra res dre aman neuze, Biel, evit kaout da vara ? »
— « Varc’hoaz pa zavimp, e vezi abred awalc’h da glevet va buez, sonjomp hirio en em ziskuiza da genta, me a zo dare da goueza gant ar c’hoant kouskat, n’emaoun ket awalc’h war va zu.
— « Gwir a leveres, Biel, an noz a zo boulc’het mat, ha n’eman ket breman ar mare da gonta taluadou, deomp da gouskat. » Antronoz vintin, Biel ha Cheun a oa abred war zao. Cheun ne hunvree nemet en eun dra, klevet buez Biel penn-da-benn. Abenn eur pennad, an daou vreur a oa azezet etal an oaled mistr, ha Biel a lavaras : D’an oad a c’houezek vloaz e tec’his deus Kerlouan, penn-avelet ma oan d’ar mare-ze ; heulia ris Job an Tarros, ha labourat a ris gentan e Brest. Goude beza bet aliez bouc’hal distroad, taol da vor, taol da zouar, eun devez e kemeris eul lestr hag am zaolas war douar an Amerik-Izela. Er vro gaer-ze em beus gounezet va bara, laket meur a wennek a gostez, ha breman ar gwenneien-ze a dalv d’in, ganto e vevan didrabas, pell diouz trouz ar bed hag e ebatou milliget. Setu e berr-gomzou, an diverra eus va buez tremenet. »
— « Ha perak, e leac’h dont gant da arc’hant etouez da dud, out deuet en toull iskis-man, el leac’h ma vezi debret eun deiz a zeuio gant al loened gouez ! Red eo e vefes barbouellik, Biel. »
- (Da heuilh).
- Loeïz AR FLOC’H.
- (Da heuilh).