Pajenn:Ar Floc'h - Tri mab an toer koz, 1919.djvu/5

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
TRI MAB AN TOER KOZ

(5)

————
Kontaden nevez
gant Loeïz AR FLOC’H
kendalc’h
————


— « Mar d’oun deuet er c’hoad-man, eleac’h mont da Gerlouan, e c’halles kredi em beus eur rezon vras ha kuzet da ober ar pez a ran. »

— « N’oufen ket pe seurt digarez a c’hallfes da gaout !… mes war ar gont-se, ne deui ket ganen da Gerlouan neuze Biel ? »

— «  Nan, Cheun, ne c’hallen ket mont !… lawen bras e vijen bet o pokat d’am zud, a zo koz ha torret o c’horf gant al labour. »

— « Koulskoude, evit da lawennaat, e lavaran d’it n’em beus mui nemet pevarzek miz da chom aman, a goudeze e vezo torret ar c’habestr am dalc’h pennasket el lec’h-man. »

— «  Va Doue, Biel geaz, petra peus great ? eun torfed ? »

— «  Netra a c’hrevus, Cheun, met senti a rankan oc’h ar stur a zo oc’h va bleinat. Sell, evit da zigoll evit ar garantez a peus evidon, o roan d’it tri zra hag a zo em zi, hag a zo deuet ganen eus en Amerik. Setu eur gaoued aour, hag ebarz eul lapousig marellet hag a daol dioutan ar sklerijen ar skedusa, dre-ze na pezo mui ezom da brena goulou lutik. Rei a ran dit c’hoaz ar pod melen-man : na pezo nemet rei eun taol loa bot war ar golo, ha kerkent e kavi eur podad stripou eus ar gwella. Ar vantell-man a roan dit ive, great eo gant kroc’hen eus aneval eus an Amerik. Pa vezi dindan ar vantell-ze, e niji evel eul lapous, ha pa pezo c’hoant d’en em guzat oc’h an dud, pa ne fello ket d’it beza gwelet, e lavari : « Dre nerz va mantell, ra vezin kuzet oc’h an dud am gwel. »

— «  Ma ! biskoaz kement all c’hoaz n’em boa gwelet ! E feac’h ! Katellig a c’hello lounka stripou marc’had mat, breman ! ha Lizig ’ta, kement all ma ter war ar stripou ! ha me ta ! teuzi ra em c’hof. E feac’h ! Chef a vezo fouge enni o tigemer kement all a draou, bet digant Biel he breur kaer !… Penoz e lavarin me d’it Biel !… emichans e teui ganen da Gerlouan breman, da vamm baour a vezo diez e fenn, ma ne deues ket ganen, goude beza da gavet, kemer truez outhi, da vihana. »

— «  Ne dalv ket d’id terri va fenn d’in gant an dra-ze. Cheun, n’oun ket evit mont, a lavaren d’it. Deus d’am gwelet breman e vezo eat d’it, pegwir gant da vantell e teui war nij. »

— « Sell’ta, ia, n’oan ket o sonjal. Sed’aze eun diael a vantel avad hag a deus maji, oc’h ar gont se ! Lak anezi d’in’ta, ma vezo gwelet ha nijal a rin ganti, Biel ! »

— «  Lak ar vantell war da gein, kemer ar gaouet en da zourn deou, ha pod ar stripou en da zourn kleiz, ro eur pok d’in, ha kerz el leo da Gerlouan a dreuz an ear. Kenavo. Cheun…

Evel en eun hunvre, Cheun a en em gavas e toull e zor a Kerlouan, ha pa en em gavas, Chef a oa oc’h ober iod silet da lein, strafuilhet oa bet, pa welas pe seurt mantell vlevek a oa war gein Cheun.

— « Eus a beleac’h e peus laëret ar vantell-ze ?

— « Digant Biel em beus bet anezi, ha ganti oun deuet war nij betek ar gaer, easoc’h ha dillooc’h eo mont en doare-ze, eget beza o lorgna an hent hag o kignat an treid. »

— «  Ha Biel n’eo ket deuet ganes ? E pe leac’h ema-hen ?

— « Biel !… Biel zo en eur c’hoad, etouez ar moc’h gouez, ha lavaret a ra ne deuio ket d’hor gwelet araok pevarzek miz aman ! »

— «  Hag oc’h ober petra eman an amboubal er c’hoad-se ? »

— « Allaz ! Kea da c’houlen outan, Chef ! n’eo ket falveret d’ezan lavaret d’in. »

— « Ha da ober petra eo deuet ar gaoued velen-ze ganes ? aman ez eus awalc’h a lapoused da vaga, n’oa ket ezom eus ar marellet. »

— «  Ar gaoued-ze a zo eur gaoued aour, Chef, hag al lapouz marellet a zo ebarz hor sklerijenno evel pa vije dek goulaouen war elum ! »

— «  Ah ! takabien avad ! honnez ar gwella c’hoaz ! hag ar pod melen, a vezo mad da gas boued d’an aod ! »

— «  Ar pod melen, n’eus netra da ober nemet lopa war ar goulc’her anezan, ha kerkent eman leun stripou tom. Me m’eus great eur jiletennad araok dont eus ti Viel, bremaïk ! »

— « Hop hop ! hennez eo ar gwella c’hoaz avad ! Katellig ha Lizig a c’hello lipat o mourou,ken mad all e kavont ar stripou. »

— «  Me zo o vont deustu da Lezneven, da lavaret da Sezni embeus kavet Biel, ez eo iac’h, hag e teui d’ar gear pa c’hello. »

— « Dreb da lein da genta, dare eo ar iod. »

— «  Me zo bour Chef keaz, reut eo va jileten gant ar stripou ! »

Cheun a gemeras e vantell, ha ken buhan ha lavaret, edo e Lezneven, e ti e vreur. Sezni dal m’her gwelas, a c’houlennas :

— «  Achanta ! penaoz eo bet da vuez en eiz dez tremenet breur ? Kavet e peus hor breur Biel, evit doare, rak lawen out. »

— « Ya, Sezni, gant kals a boan em beus her c’havet, en eur c’hoad eman, ha ne deuio ket da Gerlouan kentoc’h evit pevarzek mis aman. En Amerik eo bet emezan ha breman eman o veva dioc’h e zanvez er c’hoat, tost d’ar blezi ha d’ar moc’h gouez. Eun druez eo d’ezan chom en toull ze ; evidon me, ha goude ma vijen paet evit chom eno, ne jomjen ket, nag evit daou nag evit unan ! »

(Da heuilh).
Loeïz AR FLOC’H.