Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/10

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —



II DIVIZ
PER, BIEL, LAN


Biel (a den en eur zec’ha e dal)

Doue r’ho pennigo !

Per

Bennoz Doue d’it, Biel… — Buan out deuet, evit doare, mab… — Azez ’ta da gemer eun tamm, ma lavar da galon d’it.

Biel

Ya, tad, buan oun deuet, rag aon am oa da veza « Yann an diwarlerc’h ».

Per

Mat ! n’eus deuet den ebet c’hoaz, ha da genta emaout, mab.

Biel

Piou da just a dle dont aman fenoz da c’houlenn Agnez ?

Per (o lenn an anoiou)

Seiz a zo anezo, Biel.

Da genta, emañ Job Jupen, « second’mestr » mortolod, yaouank c’hoaz, eur pôtr diluret, mar deus unan.

D’an eil, Olier Robel, mortolod a genwerz, eur pôtrig seder, skanv e c’har, skanv e benn, c’houez vat gand e vleo… gounit a ra, emezan, 800 lur ar miz.

Da drede war ar renk, e kavan Martin Pennazen, mestr-skol yaouank, teir varvenn d’ezan war e vuzellou : unan e pep korn d’an neac’h, eun all e kreiz d’an traon. Den a benn eo, m’eus aon,… ha bleo frizet en deus.

Da bevare, e welan ano August Loper, pôtr ar