« c’hafe », a vez o pourmen ar vro gant e woetur vihan, eur mell ki stag outi.
Da bempet e lennan ano Izidor Prajou, mab a di, eur pôtr eus ar re fura a c’helfet da gaout. Ar groaz a vrezel en deus gounezet hag er « c’honseil municipal » emañ ive.
Da c’houec’hvet ec’h hanvin Fanch Maltourn, al lemmer, pôtr ar plakou… Hennez a c’hounit, ugent real bemdez.
Ar seizvet eo Yvon Pennadoz, bizied hirr dreist d’ezan… ma ne vijent ket bet kamm, — kemener eo eus e vicher… pa ra unan bennak, — ken lemm e deod hag e nadoz.
Ebad a zo da gaout, m’hel lavar d’it.
Me, pa n’oun ket sac’h d’an diaoul, a lavar dioustu dijipot n’eus nemed unan e-touez ar seiz-ze hag a vefe diouz doare Agnez.
Ha piou eo an den-ze, Lan ?
Izidor Prajou, ha den all ebet ken, d’am zonj, Biel.
Aet eo va ger ganeoc’h, Lan. Me ive a zo Izidor em goulou, ha n’eus nemetan… — Met e peleac’h emañ Agnez, tad ?
Aet eo d’ar gousperou, hag hirio, ker just ha tra, ez eus bodadeg Bugale-Mari. — Agnez, sûr awalc’h ne vezo ket er gear araog ar pardaez-noz.