Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/16

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —


Lan

Set’ aze, avat, eur stantilhon hag a zo brao her c’haout da vab-kaer. — Che ! ha lavaret e kaver merc’hed skuiz awalc’h en o lostennou da gemer lorgnez evelse da briejou !… Mantrus eo evelato !


————


V DIVIZ
PER, BIEL, LAN, MARTIN PENNAZEN


Martin (a denne e dog. Saludi a ra an holl en eur stoui e benn)

Demat d’eoc’h holl !

Per

Ha d’eoc’h, aotrou. — Deuit d’ar penn uhela, mar plich !

Martin (e dog en e zourn)

Gouzout a rit, aotrou Rimeur, emaoun tri bloaz zo oc’h ober skol en ho parrez, ha gouzout a rit ive ez oun eus eur familh tud vat, tiekourien eveldoc’h, du-hont, er Fouilhez.

Per

Ya, aotrou. Ha goude ?

Martin

Daou vloaz a zo ec’h evesaan piz ouz ho merc’h Agnez, ha ne nac’han ket, he c’haret a ran a greiz va c’halon abaoe m’he anavezan mat.

Per

Hag oc’h eus lakaet en ho spered dont d’he goulenn ?