Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/17

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —


Martin

Ya ! Aotrou Rimeur. Ha ma teurvezit rei d’in va goulenn e lakeot evid ato al levenez da skedi war va zal hag an eürusted da vleunia em c’halon.

Per

Ha komzet oc’h eus gant va merc’h, aotrou ?

Martin

Nebeut, Aotrou Rimeur, rak n’omp ket bet digouezet da c’hallout komz an eil gant egile nemet eur wech pe ziou. Met, sonjal a ran ne vezin ket pell evit he lakat d’am c’haret.

Per

N’ouzon dare, — ha zoken e livirin d’eoc’h didortilh e vezo diaes bras d’eoc’h he gounit, rak va merc’h a blij d’ezi an iliz hag ar relijion, ha c’houi ne vezit ket gwelet en iliz eur wech ar bloaz !… aon oc’h eus, marteze, na bilfe warnoc’h.

Martin

Doueti raen ho pije rebechet d’in va nebeut a feiz, ha deuet eo ganeoc’h ! — Mat, anzav a ran ouzoc’h em eus kollet va feiz pa oan er skolachou. — Hag, e gwirionez, ne gav ket d’eoc’h e ve deuet ar mare da jench baz en daboulin ? Petra eo ho Toue koz ? Eur ranellerez toull ha netra ken. Eun dra bennag all evel ar skiant hag an deskadurez a zo mat da lakat en e lec’h.

Per

Petra livirit, aotrou ? Petra ! gant eur seurt komzou hag eur seurt mennoziou eo e kredit dont da c’houlenn va merc’h ? Souezet oun, ha souezet bras, e teufec’h, c’houi, eun aotrou kouezet eus a lost ar c’har eveldoc’h