Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —


Biel

Ha ne gav ket d’it emaout o klask sevel kestell el loar ?

Fanch

Ouspenn lemma a ran ; plakou a ran ive, Biel :

Plakou bihan ha plakou bras,
Evit ar c’hirri hag ar chas ;
Evit an holl girri dre dan
’Ran plakou hirr ha plakou moan !…

Lan

Te neuze a zo eun den a vil vicher,
Hag a varvo sûr e-kreiz ar vizer !…

Fanch

Ma ’m befe ar verc’h ac’han, da vihana, hag he danvez, me, avat, a vefe eur pabor ac’hanon !… Trumm em befe eur stal vras a gontilli, a zizailhou, a aotennou du-hont e Brest !… hag Agnez ’ta, pegement a lorc’h a vije enni o klevout an intronezed vras o lavaret d’ezi : « Bonjour, Madame Plakou. Je désire des ciseaux à broder,… ha kalz a draou all !… Milioner a-benn dek vloaz aman, m’hen tou !…

Per

Mat, kleo, p’ eo gwir ec’h eus youl da gaout va merc’h, deus aman disul goude ar gousperou, ha mar plijes d’ezi e c’halli marteze he deseo, piou a oar ?

Fanch (o skrabat e benn)

O va Jezuz !… Betek disul e rankin gortoz, Per ?

Per

Va merc’h n’emañ ket hirio er gêr, ha disul e vezo.