Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —


Izidor

C’houi eo tad Agnez, diouz an doare ac’hanoc’h !…

Per

Ya, me eo he zad. — Pell zo ec’h eus « joa » ouz va merc’h ?

Izidor (aonik)

Abaoe disul !… — Er pardon em oa he gwelet.

Biel

Hag hirio out deuet d’he gwelet ha d’he goulenn ?

Per

Ha penaos ec’h en em gemeri evit he goulenn ?

Izidor (o c’hoarzin alvaoñ)

He goulenn ive !… C’hoarzin outi ive !… Rei taoliou lagad d’ezi ive… evel a lavare va mamm d’in deac’h da noz.

Lan

Set’ amañ eun abostol avat, va zud keiz !…

Biel

Goulenn anezi diganen-me neuze, ha gra evel pa vije Agnez amañ en da gichen bremañ.

Izidor (o ouela)

Me n’ouzon ket ober !… biskoaz n’oun bet o c’houlenn eur vaouez, na ne d’oun !

Lan

(D’an dud). Na pebez-genou lachefre !…

(Da Izidor). Ma vijen-me bet en da oad !…