Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/43

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —

nebeudig arc’hant am eus hag an argoulou e rofec’h gand ho merc’h, me a zavje du-hont er vourc’h eur stal labour vouteier koat, eus ar seurt n’eus ket er vro-man. Amañ emaomp e-touez ar fao : ar gwez a brenin zo marc’had mat hag ar bouteier a zo ker. Amañ emaor eta e-kichen eun tenzor hag a vezo d’in pe d’eun all, d’an hini hen dastumo da genta.

Per

Da vennad a gavan mat a-walc’h, August, (ha plijout a ra d’in kalz an den a glask bepred an tu da wellaat e stad, gant ma talc’ho da vont gand an hent eün hag onest. Anaout a ran da dud, bez’ ez int eur skouer vat er barrez-mañ.

Fanch

(O ouela hag o pigosat gand e dreid :) Alo ! emañ trouc’het ar peuri eus a dre va zreid gand ar c’hoz boutaouer kezeg-koat-mañ ! Hun ! Hun ! Hun !…

Biel

(Dichek :) Me ne anavezan boutaouer a zoare er vro-mañ.

Fanch

(O strakal e zaouarn :) Na me kennebeut, Biel ! Tra, tra, n’ez eus hini ebet !

Biel

Ha ne ran ket a c’henou bihan evit lavarout ez int holl lounkerien o zizun !

Fanch

Ha me lavar evel Biel !… Deuet e vez ar yaou a-benn ma krogont en o labour ! Tri derveziad labour ha pevar derveziad lounka ! ha setu buhez ar boutaouer.