Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —
Fanch (en e zav, o tenna e dog)
Bevet ar brezoneg !… Bevet Breiz !…
- Bepred Breizad !…
Per
Bremañ eo mall d’in, mont da gemenn da Agnez dont aman dioustu da lavaret he zonj ha da rei he disentez. (Mont a ra kuit.)
————
VIII DIVIZ
AN HEVELEP RE, NEMET AN TAD, IZIDOR
izidor (o tont, tenval e benn)
Me zo deuet aman da c’houlenn Agnez.
Biel
Ha desket ec’h eus breman goulenn eur vaouez ?
izidor
Ya, va mamm he deus lavaret d’in c’hoarzin outi, rei taoliou lagad d’ezi ha lavarout d’ezi he c’haran a greiz va c’halon !
Biel
Da c’hortoz ma teuy Agnez, deus amañ em c’hichen da ziskouez d’in penaos e ri pa vezi da vat ouz he goulenn.
izidor
(Azezet, a c’hoarz :) O Bielig, me zo deuet aman hirio d’az koulenn, poulzet gand ar garantez em eus evidout, hag am bezo atao.
Biel
Lavar Agnezig e-lec’h Bielig, rak n’emaout ket o c’houlenn ac’hanon-me, moarvat !