Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/50

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —


Fanch

Che ! va Doue ! ma vijen me bet aze !

Izidor

O Agnezig ! me am eus joa ouzit te !… (evit rei taoliou lagad, e tourt Biel.)

Biel

Arabad tourtal avat, gand a ri, Izidor.

Izidor

O rei taoliou lagad d’it emaoun, Agnezig.

Fanch

(O skei war e c’hlin :) Pebez palastr, va zud keiz !… pebez panezenn !

Izidor

(O floura keïn Biel :) O ! ha te zo brao, va Agnezig kaez ! Eur steredenn !

Lan

Dont a ra ganez !… Kendalc’h, pôtr !

Izidor

(O floura, e ra luchadennou :) me a garfe beza atao en da gichen, Agnezig. Va c’halonik a ra « krik-krak » en da gichen. Me a zo deuet d’az koulenn da bried, evit beza war an tamm douar-man, eürus ganez, va Agnezig vat !…

Fanch

(D’an dud :) Mardandouchenn !… dont brao a ra gantan, va zud !

Izidor

Hag emichans, te ivez a c’heus « joa » ouzin-me !