Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/52

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —


Per (o lenn)

« Job Jupen, ar « second mestr » mortolod a blij d’in…

Job (o c’hoarzin hag o frota e zaouarn)

Ah !… doueti raen… Emañ-hi d’in !…

Per

« Met siouaz ! evit doare en deus muioc’h a « joa » ouz ar boutailhou eged ouzin-me. — (Job a skrab e benn) Ha p’em eus e glevet o wall gomz da Lan, da eun 70 vloaz, em eus dioustu her barnet da vat. Lavaret a ran d’ezan krak ha berr ne gemerin ket eur pried eveldan. Rak-se roit d’ezan e zac’h dioustu…

Fanch

Deus amañ, Job, da zigemeret da zac’h. (Lan ha Fanch a laka eur zac’h da Job ouz e geïn.)

Lan (o c’hoarzin)

Setu eur zac’h, hag unan a vent, hein, Jopig !…

Job

Boutailhou an diaoul, perag em eus-me hoc’h anavezet !!!…

Fanch

Keuz divarlerc’h ne dalv netra, va fôtr.

Per

« Olier Robel, mortolod a genwerz, pa vez diwar an dour a zo eur pôtrig brao, seder, ha dibikous…

Olier (o c’houeza gant al lorc’h)

(D’an dud :) Kredabl ez oun, avat !… — Emañ d’in an durzunel !…