Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/56

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —


Per

« Pa deuy ar goanv, e c’hellin chom sioulik er gêr…

Fanch

Oh ! allaz ya, avat, Agnez ! lezet a vezi da ober da gafe !

Per

« Ha pa deuy an hanv, e c’hellin mont da redek an aochou, da welet doareou ar vro ! Eur brinsez e vezin…

Fanch

Evel just avat, Agnez, ha d’an aod ez aimp hon daou ivez !

Per

« War an diskennou ha war ar c’hompezennou e vezin lakaet er c’har-lemma da azeza…

Fanch (o strakal e zaouarn :)

Eman d’in en taol-mañ da vat… Doueti raen atao. (D’an dud :) ha !… la… la !… pebez tortajou a rin-me gand he arc’hant !

Per

« Met siouaz !…

Fanch (strafuilhet)

Met siouaz petra ? va zad kaer ! va Doue ! va Doue !

Per

« Pa glevin va gwaz o vlejal : al lemmer ! al lemmer ! em bezo mez ar re zaonet gantan…

Fanch (war bennou e zaoulin :)

Ne vlejin ket ken ! Ne youc’hin ket ken !… Nann,