Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/57

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —

nann ! gwech ebet ken… Me gemero eur suterez pe eur zac’h biniou… Agnezig kaez n’am dilez ket breman !

Per

« Ne fell ket d’in ken nebeut beza hanvet « Madame Plakou ».

Fanch

Aïou ! va Doue ! emaoun daonet.

Lan (eur zac’h gantan eus e zourn)

Ha te ivez, lemmer, az peus da zac’h da gaout. (Ober a reont tro an daol an eil o redek warlec’h egile : — Biel a dap al lemmer, ha Lan a skoulm d’ezan eur zac’h.)

Per

« Ha setu, va zad, abaoe deiz kaer va fask kenta em eus great al le da gemer eur pried, eur Roue bras ha n’emañ ket e Rouantelez er bed mañ. Ya graet em eus al le da rei va buhez ha va danvez evit servicha gwelloc’h va Doue, ar beorien hag an emzivaded a zo kement anezo abaoe ar brezel. Ya, va zad ker, gand hoc’h aotre hag ho pennoz, abenn eur pennadig amañ, e livirin kenavo d’ar bed ha d’e drubuilhou evit mont d’ar gouent. »


————