Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/9

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —


Lan (o skrabat e benn)

Ha pe da vare e vez ar friko, Per ?

Per

Setu em eus kaset lizeri d’ar bôtred yaouank-ze da lavaret d’ezo en em gaout aman hirio da ober pep hini e c’houlenn… Gwaz a ze d’an hini ne deuy ket, rag hennez a jomo e fri er wask.

Lan (o c’hoarzin)

Ha ! ha ! ha ! Aman ez eus eun abadenn da gaout, avat !… ha ! ha ! ha !… C’hoarzin a rankan, m’hen tou !… Seiz goulenn !

Per

N’eo ket c’hoarzin eo a zo da ober, Lan ; met digeri frank da vrennikennou evit dibaba ar gwella eus ar bôtred-ze d’am merc’h.

Lan

Edon o sonjal mont da c’hoari eur « barti domino » d’ar vourc’h ; met aman em bezo muioc’h a ebad eget o ruilha dominoiou… Ha pegoulz e tigouezo ho seiz mab-kaer, m’ar bezont ?

Per

Gourc’hemennet em eus d’ezo beza aman hirio da beder eur, da lavaret eo dioustu goude ar gousperou. Ha ma karont va merc’h, e gwirionez, e sonjan ne vankint ket da zont. Emaoun breman o c’hortoz va mab Biel da zont da rei d’eomp e ali war ar poent-ze.

Lan (o sellet er-maez)

« Pa gomzer eus ar bleiz, e lost
A weler a-bell, pe a-dost. »

Setu dres Biel o tigouezout.