Pajenn:Ar Floc'h - Yannig Kolledamm, 1914.djvu/3

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
Eur marvailh nevez gant Loeiz ar Floc’h
————
YANNIG KOLLEDAMM
————
Pennad divezan
————


Ugent vloaz e oa bet evel-se ar voul gant Jakez teo, n’oa nemetan da houarna kezeg kanton Vitré. Koulskoude, an evurusted a zo berr er bed-man, hag e ve diskaret an den pa ve en e wir wella o kemer perz en evurusted. An ankou didrue, leun a warizi, o welet ez ae mad an traou gant an daou bried, a falc’has unan : Jakez a renkas gouela d’e wreg vadelezus diskaret gant eur c’hlenved berr.

Adalek neuze, ar pried, lezet e-unan gant e holl vadou, a en em roas da eva ha, bloaz goude, e gorf a yeas d’ar vered.

Yannig a voe neuze e-unan e penn ar stal vras. Kement a oa en ti hag er c’hovel a oa d’ezan ha, koulskoude, n’oa ket evurus ! Eun durzunel a vanke d’ezan en e gaoued ha, kaer en devoa furchal ar c’hoajou, holl e redent dirazan er c’hoad all.

Eun devez e teuas eur zonj d’ezan. Ennan e-unan e sonje n’oa ket red d’ezan tenna o labour digant ar vicherourien all, p’en devoa danvez a-walc’h evit beva, p’eo gwir ne gave gwreg ebet. Lakaat a reas, eta, gwerz war e stal hag, eur pennad goude p’en devoe kavet eun den pinvidik eus ar vro da rei d’ezan hanter-kant mil lur evit e strob, ez eas er maez eus ar vro. E vorzol en devoa gwerzet ivez pemp kant mil lur. Mont a reas neuze da chom en eur barrez vihan damdost da Bempoul.

Eno, gant diou vatez, e talc’has hostaleri. A-us d’an nor e verkas ar c’homzou-man : « Aman e ve roet da zibri evit man d’an dud paour. »

Buhan e redas ar brud eus an hostaleri vadelezus-se, savet en eur c’hroaz-hent ha, buhan ivez, ar beorien a ziredas evit gwelet ha gwir e oa ar poz a oa merket war an ti.

E gwirionez, kement paour a dremene a veze digemeret mat : digaset e veze war an daol ar c’hig sal, ar bara hag a jistr, ha niverus e oa ar beorien a drugarekae ar madoberour dispar digouezet er vro evit mad ar glaskerien vara.

Hogen, dre ma wele ezommou bras ar beorien hag ar vad a oa da ober, Yannig a brenas ker daou bark bras a oa e-tal e di. Sonjal a rae en dije er parkeier-ze a bep sort legumach, hag e c’hallje en doare-ze maga muioc’h a dud, terri o naon da vuioc’h a beorien.

Met, ar parkeier a oa red labourat a zoare a-benn kaout enno trevadou mad. Petra ’rae ze ? Ar beorien o-unan a labourje an douar, hag eun eur labour digant pep-hini eus ar re a zaremprede an ti a vije a-walc’h evit labourat an douar ha kaout peadra da derri naon meur a hini.

Setu ’ta, pa oa deut ar mare da labourat an douar, Yannig, pa deue eur paour bennak da doull e zor, a lare d’ezan kemer eur bal ha mont en dachen e-pad eun eur hepken, da balat, da c’hortoz ar pred.

Darn a zente, a gemere ar benveg, a yê da labourat. Darn all a lare n’oant ket gouest d’ober al labour. Unan a lare ’oa kamm, ne c’helle ket plega ; unan all a damalle d’ar boan gein, d’ar boan izili ; eun all a lare ’oa luch ; eun all kroumm, hag, en eur ger, pep-hini a damalle d’e boan. Deut e oa, tremenet e oa zoken ar mare da labourat ar parkeier ha, panefe m’en devoa Yannig paeet tud evit labourat e zouar, ne vije bet man enno.

Yannig neuze a welas e oa darn eus ar beorien mad da lonka e vara, e gig sall hag e jistr, keit ha ne c’houlenne ket labour diganto ; met e oant deut fall-tre, pa c’houle outo plega da labourat ; neuze e vezent karget a zigareziou : e oant luch, kamm pe kroumm.

Eun nozvez, Yannig a oa gantan daou pe dri baour ouz taol o koania, pa zigouezas pevar lakepot en ti. Gwisket fall e oant ; lavaret a reant e oant labourerien o klask labour, n’o devoa ket eun diner da gaout eun tamm bara.

Yannig neuze a lavaras d’ezo azeza ouz taol ha karga o c’hof gant ar pez a yoa. Ar pevar c’hanfard, du gant an naon, a lonkas kig ha bara, hep ankouaat ar jistr mad. Pa voe leuniet o c’hof, unan anezo a zavas trumm, a dapas krog e mestr an ti ha, buhanoc’h evit laret, Yannig a oa liammet penn-kil-ha-troad.

— « Ro d’eomp breman da arc’hant, pe, a-benn pemp minuten, kement den a zo en ti a zo maro. »

— « Oh ! n’eo ket red d’eoc’h va liamma evit kaout va arc’hant. A-hont, en armel d’an nec’h eman va madou. Kemerit kement a gavot. Me, pa vezin paour, a labouro da c’hounit va bara ; ne varvin ket gant an naon. »

An holl en ti a oa sebezet o welet ar pez a oa ken trumm digouezet. An diou vatez hag an tri baour ne gredent ket finval ; an noriou a oa prenet, an alc’houeziou a oa gant ar ganfarded. M’o dije êsaet youc’hal pe tec’het, e vijent bet lazet ; dre-re, gwella o devoa da ober e oa chom sioul, ha lezel al lakipoted da c’hoari o fenn bihan keit ha ma karchent.

Pemp minuten goude, ar pevar c’hanfard a ziskennas gant o bec’h a aour hag a arc’hant.

Pa voent aet a-bell, ar vatez a ziliammas he mestr ha da hanter-noz an holl a yeas da gousket.

Antronoz ar beure, Yannig a welas e-tal e wele eur gaoued houarn, eur c’hi bihan ruz e-barz ha n’oa ket kement hag eur c’haz.

Harzal a rae ar paour kêz loen bihan ; mall en devoa da vont er-maez eus ar gaoued. Yannig, strafullhet, ne ouie ket petra da zonjal eus ar c’hi-ze ; na piou en devoa e zigaset d’ezan en noz, p’eo gwir e oa prenet start an dorojou. N’eus forz ! tapout a reas ar gaoued ; digeri a reas an nor hag ar c’hi bihan ruz a deuas kerkent er-maez hag en em lakas trumm da lipat dremm e vestr e sin a anaoudegez-vad.

En eur c’horn eus ar gaoued Yannig a gavas eun tamm paper pleget hag, er paper, eur melezour lugernus. Lenn a reas ar c’homzou-man skrivet war ar baper : « Lak ar c’hi bihan war an hent, kerz d’e heul hag, en eur c’hoad, e kavi al laeron. P’o gweli, tro warno ar melezour bihan ha kerkent e vezint dallet gant ar sked. Tenn neuze da arc’hant diganto, kuz da denzor en douar ha kerz da laret d’an archerien e pelec’h eman al laeron, an dorfetourien. Evit da gastiza da veza roet da zibri ha da eva ken dievez da dud fall, e teui war bennou da zaoulin eus da di betek da denzor, pe, ma ne deuez ket, ne gavi ket da arc’hant. Hiviziken, gra gwelloc’h implij eus da arc’hant ; ro d’ar paour a zo e gwirionez ezommek, ha lez hep da aluzen kement den a c’hell labourat. Labour a-walc’h a zo, met kalz a dud didalvez a zo ivez a c’houlen arc’hant ha boued hep labour. »

Yannig a welas e oa re wir ar c’homzou merket war ar paper. Ober a reas penn-da-benn ar pez a oa gourc’hemennet d’ezan ; rei a reas an aluzen da galz a beorien, met, araok rei, e ouie ervat ez ae e arc’hant da rei bara da dud ezommek.

Loeiz ar Floc’h.