Pajenn:Ar Floc'h Ar boned-badeziant, 1922.djvu/1

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 141 —



Ar Boned-Badiziant
————

Azezet en eur gador vlod en eun hotel e Morgat, Madalen Lazoret, a zo, goude he meren, o sellout oc’h ar mor glas, oc’h bae Douarnenez. Eus he frenestr e wel tour uhel Ploare, hag ahont, doun en dremmwel, Beg ar Raz. Gant nebeut a blijadur koulskoude e sell oc’h an traou-ze : nag ar bigi o lintra ouz sked an heol, nag al laboused-mor o nijal a-rez an dour, nag ar c’heviou dantelezet ne lakont ket eur bann levenez en he c’halon.