Pajenn:Ar Floc'h Ar boned-badeziant, 1922.djvu/4

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 144 —

ato er gear gant da Germana. Me, sell, a zento ouzit, muioc’h c’hoaz breman eget araok, me a vezo aketus da bokat d’it aliesoc’h hiviziken, ne vouzin ket ken, oh, tra ! biken mui ne vouzin, maman, va maman muia karet !…

— Ha perak e peus digaset d’in boned da vadiziant, merc’hig ?… Abaoe m’eo erruet ganen, n’em eus great nemet gouela daelou c’houero !…

— Papa eo en deus her c’haset d’it, maman. Ha ne ouezes ket abalamour da petra ? N’eus ket pell, papa a oa bet aman e-tal va gwele, o pokat d’in, hag an daelou en e zaoulagad e lavaras : « Er mintin-man, merc’hig, em eus komzet gant ar wrac’h goz Rozolito diwar-benn da vamm, hag he deus lavaret d’in e ranken kas d’az vamm boned badiziant va bugel kenta, ha neuze hepken e teuje d’ar gear ». Setu papa a zentas oc’h ar wrac’h goz, ha te a zo deuet d’ar gear, maman. Me zo laouen-bras, ha papa a vezo ivez, p’az kwelo.

D’an ampoent, papa a en em ziskouez, ha Madalen dirazan a en em strink d’an daoulin, ha beuzet en eur mor a c’hlac’har, e c’houlen outan ar pardoun en hano Doue, en hano e verc’hig.

— Pardounet out, Madalen ! Mar e peus kalz pec’het, e peus ivez kalz gouelet ha kalz karet… da verc’hig Germana. Ra reno hiviziken en hon annez ar garantez gant an unvaniez, ha ganto an evurusted !

Loeiz Ar Floc’h.