Pajenn:Ar Floc'h Ar mab digalon, 1922.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR MAB DIGALON
————

Gouel kaer a zo e kelendi Lesneven : emaor o vont da rei ar priziou d’ar vugale. An amzer ne c’hall ket beza kaeroc’h ; en oabl splann, an heol a daol e vannou bero war an douar, hag eus a bell-bro ez eus deuet tud da Lesneven, da gerc’hat o bugale.

E-mesk an dud pinvidik a zo breman azezet e-tal an teatr, mall ganto klevout ar pez-c’hoari, eur vaouezig goz, daoubleget gant an oad, he deus, da beder eur er mintin-man, dilezet he zi, he bioc’h velen hag he danvadez zu, evit mont da welout he mabig bihan a zo ivez er c’helendi daou vloaz a zo, hag en devezo eur vriad priziou hag eur gurunen gaer. Harpet war he bazig kelvez, ez eo deuet eus a Winiventer, evit kaout an eurvad da bokat d’he mab, d’he merc’h-kaer ha d’he mabig bihan, Glaodaig. Pebez levenez a vezo eviti pokat d’ezo ! Ankounac’haat a raio he skuizder holl, hag emberr, p’he devezo o gwelet, e valeo seder ha dinec’h war-zu he lochennig balan.

Trei ha dizrei a ra he daoulagad a bep tu d’ezi, gwelout a ra krennarded o kaozeal pep hini gant e dud. Met petra ra ze d’ezi ? He Glaodaig eo a glask hag hen hepken. Gwech ha gwech-all he sav en he zav, o sonjal e vezo marteze gwelet hag anavezet gantan, hag e tiredo da bokat d’ezi, ar c’heaz paotr. Marteze ivez he mab Charlez hag he merc’h-kaer he gwelo, hag a deuio d’he briata, da vihana mar emaint e-touez an engroez.

Kaer he deus sellet a bep tu, kaer he deus chom en he zav, ne wel ket he bugale, n’eo ket gwelet ganto, hag ec’h azez war he c’hador, an daerou en he daoulagad, ken diez e kav.

A-hont breman war leuren an teatr, eun aotrou a zo a-zevri o kaozeal, o prezeg e galleg, met bah ! inouet eo hi oc’h e glevet, ne entent netra eus ar pez a lavar. Eun all a deu war e lerc’h, ha galleg gantan adarre, leiz e c’henou !

— Dakebie ! m’am bije gouezet oan deuet aman da selaou prezegennou gallek, a dra zur e vijen chomet er gear war-dro va chatal !

Diez he fenn, Katellig goz, eus a Winiventer, a c’houlennas oc’h eun itron a oa en he c’hichen hag hi ne anaveze ket an aotrou Charlez Kerriboul, marc’hadour gwin e Landerne.

— Eo avad, hen anaout a ran, rak me zo ivez eus a Landerne, n’emaoun ket pell dioutan !

— Daoust ha deuet eo aman ivez, hirio, rak e vab Glaodaig a zo aman o studia, daou vloaz a zo ?

— Gwelet em eus bremaik an aotrou hag an itron Kerriboul, met n’ouzon ket e peleac’h emaint breman. Ha perak e c’houlennit an dra-ze, mamm-goz ?

— Me a zo mamm d’an aotrou Charlez, itron, ha laouen e vefen oc’h o gwelet, pegwir oun deuet war vale eus a Winiventer er mintin-man evit se !… Kaer em eus sellet a bep tu, n’o gwelan ket.