Pajenn:Ar Floc'h Ar mab digalon, 1922.djvu/2

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 205 —


Breman ar muzikou a lak kear da dregerni, echu ar prezegennou. Ar baotred yaouank, ar skolaerien o deus achuet da ober ardou, eur beleg a deu war an teatr, eul levr gantan en e zourn deou, eul levr leun a hanoiou bugale ar c’helendi.

— Alo ! eme Gatellig, poent eo d’in chacha, rak heman, douetus, a zo adarre erru da c’hallega d’eomp, ha ma choman en toull-gutez-man, e vezo sklear al loar pa en em gavin er gear.

« Premier prix d’arithmétique, à l’élève Claude Kerriboul, de Landerneau. »

— Ah ! Takendien ! Hennez eo va mab bihan avad, hennez eo !… Sell anezan ’ta o pignat da gerc’hat e briz.

An hini goz, seder, a red, kouls lavaret, he c’halon entanet, war-zu he mab bihan, her briata ra dirak an holl, ne selaou nemet mouez he c’halon a verv gant tan ar garantez.

Ar paotrig, ruz-tan-glaou, a lezas e vamm-goz, e vaeronez, da bokat d’ezan, ha mont a reas ganti da azeza war eur gador en he c’hichen.

— E peleac’h ema da dad ha da vamm, mabig ? Karout a rafen o gwelout, ha dioustu breman, rak me zo poent d’in mont d’ar gear hep dale.

— Krogit em dourn, mamm-goz. A-hont, pelloc’h, er penn uhela emaint.

Ar vamm-goz, poulzet gant ar garantez a vamm, a yee, tiz warni, evel eur plac’h yaouank skanv, da heul he Glaodaig ; he daoulagad a bare krak war al leac’h ma tlee beza he mab Charlez hag he merc’h-kaer Armandine. Siouaz ha re siouaz ! tec’het oa an daou zube ! Eat oant kuit evel daou zen pennfollet, p’o devoa gwelet o mamm o pokat d’o mab ! Hag an hini goz a zirollas neuze da ouela, hag evelato he kavas nerz awalc’h evit tec’hout eus a-douez ar bobl, da guzet he daerou.

— Mont a ran breman d’am lochen, mabig, awalc’h am eus bet eus ar gouel-man. Va c’halon baour a zo frailhet, dirak an dismegans taolet warnoun gant da dad ha da vamm. Kenavo, mabig, kenavo er Baradoz !

Ar paotrig neuze a redas war-zu toull-dor ar c’helendi, dinec’h ha dizoursi, forz ebet na rea eus daerou e vamm-goz. Eno eur c’harr-dre-dan a ioa oc’h her gortoz, garm a rea pell a ioa ; an tad, azezet, e zaouarn krog er rod-bleinerez, a oa e kounnar, an itron Kerriboul, he daoulagad skoelf, a oa dare da goll he skiant wella, o c’hortoz he mab amboubal !

— Ah ! setu te arruet pelloc’h !… E peleac’h out chomet ?… Da bokat d’az mamm-goz, moarvad ? Mez ar re zaonet a peus great d’eomp hirio !…

— N’eo ket me, met hi eo he deus va gwelet !… Tec’hit d’ar red, rak mamm-goz a zo aze e toull an nor !

An aotrou hag an itron a reas neuze eur zell war toull-dor ar c’helendi, hag o-daou e welchont eur vaouez goz o ouela, harpet war baz h e c’hozni : o mamm a oa dirako, he c’halon frailhet ! Eun dro a-gleiz d’ar rod-bleinerez, hag ar c’harr a yudas, evel pennfollet. Eur goumoulen a boultren, eur flear a lezas war e lerc’h. Hep na grik na mik, ar mab digalon, deuet da veza pried d’eur bennherez pinvidik a Landerne, a dec’h diouz e vamm, aba-