Pajenn:Ar Floc'h Ar mab digalon, 1922.djvu/3

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 206 —

lamour ma ’z eo ni paour, ha desket en deus d’e vab disprizout ar baourentez.

Ar vamm-goz geaz, leun he daoulagad a zaerou, he c’halon broudet gant an taoliou lagad roet d’ezi bremaik gant he mab hag he merc’h-kaer eus o c’harr, a zo breman o kerzet gouestadik war roudou ar c’harr-dre-dan-ze, ha prestik e Kroaz-ar-Rod, e troio a-gleiz, evit tizout Sant-Neven. Eno e raio eun ehanig, ec’h evo eur banne kafe, ha goude-ze e yelo adarre, harpet war he bazig, war-zu Gwiniventer, e-leac’h e kavo eul lochennig c’houdor. Mont a raio d’ober eur gwelig d’he bioc’h velen, d’he danvadez zu, hag enni he-unan e c’hallo lavarout :

— Da vihana, ar re-man n’o deus ket a vez oc’h va gwelout !

Loeiz Ar Floc’h