Pajenn:Ar Floc'h Yann goz, 1922.djvu/3

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —

a ra e toull an nor. Eur c’hi, trumm a harz ken a dregern kear gantan, ha pemp minuten goude, ouspenn kant den a oa e-kichen ar paour, hag, evel just, Katellig a oa unan anezo.

Ar c’hoziad, ato o kunudi, a oa bet buhan dibradet ha kaset da doull an tan e ti Gatellig. Houman a reas d’ar paour keaz eur banne souben ar chaodel, a zigasas gor ennan, hen lakas da gousket en eur gwele kloz.

Antronoz vintin, Katellig, tiz warni, a aozas d’ar paour eur skudellad zouben ; hag e-keit ma oa hon aotrou o tebri e voued, hi a c’houlennas digantan eus a beleac’h oa, eus a beleac’h e teue.

— Me, maouez geaz, a zo ganet e Baz, daouzek vloaz ha triugent a zo, hag emaoun o klask war-dro aman eur c’hoar d’in, hanvet Katellig Ribouler, evit ma tigemero ac’hanon en he zi da dremen ar pez a vuhez am eus c’hoaz da veva. Hanter-kant vloaz a zo n’em eus ket he gwelet !

— Va Doue ! Breur keaz, me eo da c’hoar Katellig ! Me eo an hini a glaskez ! Ro d’in eur pok a garantez !… Paour oun, met da skudel a vezo karget d’it bemdez, va breur keaz, va breur Yann !… Me gave d’in oas maro, pegwir ne roes ket eus da gelou, na d’in na d’az breur Paol.

— Ro d’in, c’hoarig vad, ar zac’h a zo aze war ar skaon, ma lakin va dilhad.

— Da zilhad, Yann, met ganez emaint, paotr !

— Ya, ganen ema an dilhad am oa prenet disadorn war blasen Montroulez, evit tenna d’eoc’h eun taol finesa, ha gouzout evel-se pe te pe Baol va digemerche ar gwella.

Ken buan ha tra hor paour a oa gwisket en aotrou kran, tog kern-uhel ha manegou.

Strafuilhet-holl, Katellig ne lavare grik, ne ouie petra da zonjal : evel aoun he devoa breman, ha, pa dennas an aotrou eus deun ar zac’h truilhok eur zac’h ler melen, liammet a-zoare, he izili holl a grene. An aotrou, en eur ziliamma e zac’h, a lavaras :

— Deac’h da noz oun erruet aman e toull da zor, ha daoust d’az paourentez, e peus va digemeret, c’hoarig vad ; setu aman evidout pemp kant mil bilhed a vil lur, gounezet ganen er Perou. Tri c’hant mil bilhed all a zalc’han ganen, evidon, ha, goude va maro, e vezint d’it… Laka breman da zilhad braoa, gwisk ivez da vugale vihan en o braoa ; goude e kemerimp eur wetur c’holoet hag ez aimp da Rosko da welet hor breur Paol, a zo eun ozac’h a zoare, hervez am eus klevet.

— Ya, Yann, eun aotrou a zoare, stag e groc’hen oc’h e gein, evel eur vrenniken oc’h ar roc’h, hag e wreg a zo c’hoaz gwasoc’h evitan ; biskoaz netra n’em eus bet diganto en darvoudou skrijus digouezet ganen ha gant va merc’h. N’o deus ket zoken teurvezet kemer unan eus bugale va merc’h, ha setu ar wirionez.

Div heur goude, an aotrou Yann goz hag e c’hoar Katellig gant he bugale vihan, a oa oc’h taol en osteleri vrasa eus a Rosko, meuziou mad dirako. Yann a lavaras da vestr an osteleri e karje gwelet an aotrou Paol Ribouler, ha komz gantan en osteleri ha dioc’htu.