Pajenn:Ar Minouz - Covision Iann-Grennard.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


COVISION


IANN-GRENNARD


Laquet en rim gant Iann AR MINOUS.


————


Voar ton Kerneo.


Me a zo eur potr iaouanq, joaüs ha dizoursi,
Ha na gavan netra guell evit c’hoari dompi,
Ober scolic a louarn ive c’hoas a garan :
Vit chom da nejata, da c’hourn, d’en em gannan.

Freuzet ez eo ma forpann, freuzet ma gileten,
Diroguet tout ma brago ha ma zoq hep he eillen,
Guenime ouz n’em bilat gant ma c’hamarado,
C’hoas p’he c’harrian er guer me a me bac’hado.

Alies c’hoas hep ma c’hoan, siouas ! me renq tremen !
Ha cousquet er mæs en nos, ô tristan pinijen !
Hac en lec’h n’em zoumetin, petra ran mert fachan :
Coz etourdi ! deus ma zad, a greis tout, a laran.

Ma mamic a zo tener hac a deu d’am escus,
Mes enn lec’h zenti, enn he stad trubullius,
Netra mui nemert : fas rous ! pelloc’h mui ne galvan,
Impossubl ez eo d’he biquen ma c’horijan.

Ma breur ha ma c’hoar ive pelloc’h na espergnan ;
Ar mevel hac ar vatez bemde a insultan !
Pelec’h cafac’h eur c’hrennard a ve hanval ouzin ?
Impossubl ez eo biquen dont a-benn diouzin.

Betec memes ma mestr scol, cær en deus ma dornan,
N’hen d’eo mui, en nep fæson, vit ober din doujan ;
Queneubeut c’hoas ma ferson, queneubeut ma c’hure,
Foei ! foei ! foeï ! a boes ma fen me a gri e voar n’he.

Bemde hon en pinijen, bemde hon en suplis,
Voar ar zun bars ann ti-scol, d’ar zul bars en ilis,
Ar iaou, p’he choman er guer, elec’h cad ma repos
Na recevan c’hoas, siouas ! nemert ar mill-malos.

Ar potr coz c’hoas dre ann hent hac ar plac’h coz ive,
P’he n’arrian gant eur bern meign a rog din renq bale ;
Ar goer voar ar preneucho ive c’hoas a dorran :
Eur profit hon d’ar goerer ha mignon bras dean.