Pajenn:Ar Minouz - Covision Iann-Grennard.djvu/2

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— 2 —


N’eo quet avoalc’h c’hoas din-me donet d’ho branscaillin,
Dre ma brassan plijadur teuan d’ho insultin.
Bemde din a leront varvin mui em guele,
Mes mar marvan n’eur plas-all me zonj mont gant Doue.

Ouspen da ze c’hoas ive, vel ma c’hamarado,
E plij din bemde tol meign bars ar chiminalo ;
Goude terrin ar goter, e torran an trebe,
Coll a-gren danve ar pred, ô pebes goas hon-me !

P’he n’arrian c’hoas gant quistin, prun, per pe avalo,
A tic’hourdan prim ma brec’h, tislontran ma zello,
Ma daou droad prest da redec mar gari ar perc’hen :
Ze zo caus ma zon hep toq hac ive dierc’hen.

P’he n’arrian c’hoas gant ar stal deus ar bonboniguo,
Pe guentoc’h gant eur stal-all, ma ve c’hoariello
E ran bepret ar voyen, quent evit ma tec’han,
Da attrap eur sort pe sort, goez a bet na vanquan.

Alert ez on da redec ha ret eo din bean.
Meus quet ezom a zoguo da donet d’am mouchan ;
Meus quet ezom c’hoas ive, nep-guis eur jorguello.
Me renq crappat bars er goe, lampat dreist ar murio.

Ar per deus ann espailler a glenquan em jave,
Betec mesq ar c’heres azean em c’hoaze ;
Tout e zingt mad evid’hon : betec eur chopinad,
Me a efe couls a c’hui, Minous, ma c’hamarad.

Eur cigaren a fuman, hac ober ze joaüs,
Cred, enn tre ma vezin iac’h, me vo potr evurus ;
Croz na gen quet ac’hanon, bac’hado quen neubet :
Quen custum hon deus an tol quen mui n’en zantan quet.

Ann dud vras oll a groz din hac am insult bemde,
Ne meus pelloc’h hano mad en hep guiz digant-he ;
Fripon, marmous, crougaden : chetu ann hanoïo
A meus bemde da receo, dre oll meus reprocho.

Galvet e ve ar gendarm, en avis ma spontan ;
Comzet din deus ar prison, prest a vet d’am c’hlenquan,
Mes aman a zo eur potr ha n’en deo quet spontic ;
Antren bars er plas-se zo din c’hoas abredic.

N’en deus quet pell, evit guir, voar ma brassa despet,
E tic’hougis gant eur min eun evn coant da voelet :
C’heman oa eur voa vian, a oa brun ha faro…
Me, malurus, a zo caus mar gueo breman maro.

Eur momedic d’ar goude, oar ma brassa glac’har,
E clasquis ive affer, siouas ! ouz eun evn-iar,
Ha ma torris he vorzet, ret a oa e scarvoan,
Ann effet deus ma zol min a res dean camman.

Prestic goude e cafiz eur c’ham oar boez flaïo,
Ma laeris dean eur fla ha m’hen lezis eno
Bepred epad peder heur da ruzan ann douar ;
Me c’hoarze, a c’hallompe, diouar boes ma zaer gar.