Pajenn:Ar Minouz - Covision Iann-Grennard.djvu/3

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— 3 —


Na arretis quet eno, c’hoas a ris eun tol-fall ;
Monet da sachan he varv, siouas ! d’eur paour quez dal
Pehini gant nerz ouzin, vit guir, a zistroe :
M’hen dije bet ma zapet na oant quet en bue.

Eur vuc’h ive a gavis oar ann hent o peurin,
Ha ma commansis gant meign ractal d’he branscaillin ;
Galompet a moa anei oar hed enn hanter leo,
C’houlan quet ve he ferc’hen aman ouz ma jileo.

Eur marc’h bian ha treut, me gred marc’h eur portier,
Ia, eur marc’h hag a ouie querzet scanv ha liger,
Ive c’hoas a vrancaillis, quen a res chiboudic ;
Guir eo ma na chenchan treign, me vo clenquet prestic.

Eur plac’h c’hoas gant læs pe guentoc’h gant coavon,
Oh ! p’he sonjan barz en ze e fatiq ma c’halon,
A greis tout a tiboudis gant eur min ar goassan ;
Chetu fotet ar mare hac ar plac’h o voelan.

Aboe, velquent, meus laret e chanchin a vue ;
Eno na moa nep profit, hac ar plac’hic paou-se,
Me gred e oa eur vatez, er guer p’hen harije,
Marteze divar ma fen he dije he c’honje.

Ma renqfen aman contan tout ma oll defojo,
Ve c’hir ma c’hovision, adieu, quen a vezo ;
Pedet Doue evid’hon ma n’em gonvertissin,
Marteze e vin furoc’h vit na zo c’hoas hinin.

Ar rezonamant d’ann den hac ar squient ive,
A laqua chanchamant vras, n’eun tol en he vue ;
P’he vin-me ari coz-potr bepret me a gonto
Petore goas a vin bet o commans ma deïo.

Achu eo ma femzec vla, chetu me em c’hoezec,
Ar zonj deus ma zolio quer rent ac’hanon mezec ;
Adieu d’ar grennardiach, breman me a c’heuillio,
Vell en giz d’eun den iaouanq ann oll assembleo.

Mar boant guel botr en crennard, breman ez on ive ;
Na vranscaillan quet a dud, guir ez eo quement-se,
Na lac’han quet a evnet, a ier, a c’houidi,
Mes bepret e conduan ar vue dizoursi.

Quebest bepret d’ar merc’het, en peb couls a roan ;
Hostis c’hoas hac hostises en peb couls a iennan,
Voas a ze eo d’an hini en em fi en enhon,
N’en d’eo quet guel gomod dont a ben ac’hanon.

Ha clevet ta oc’h eus-hu, aman, ma bugale,
Covision lana-Grennard dirac tud he gontre,
Dirac he amezeien, memes he vignoned.
Leret din hac eo dign da vezan absolvet.

Allas ! me voel n’en deus quet ar guir gontrition,
A bellec’h ta ouffe cad en nep guiz ar pardon
A guen alies a grim vel men deus commetet :
Memeus potr, emean, vo n’amzer da zonet.