Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/101

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 99 —


ARZUR

O ! n’eo ket henvel, Lionnel ket ; re yaouank out c’hoaz evit gouzout an dra-ze…

LIONNEL

N’ac’h eus ket klevet ar pez an deus lavaret va zad ?… Ar roue Yann a roio ar frankiz d’it…

ARZUR

Ha roy a ray d’in ive va dukaj a Vreiz-Izel hag an trôn a Vro-Zaoz a zo d’in pa ’z eo gwir on heritour d’am eontr, Richad maro e seziz Chaluz ?… Nan, va fizianz oa en tec’h…

LIONNEL

C’hoant az poa eta d’hor c’hwitaat ? Ya, leal e oa kement-se, digarez ac’hanon… Med, neuze perak n’ac’h eus ket great eun esa ?…

ARZUR

Great eo bet.

LIONNEL

Gwir ?… Lavar d’in ’ta penaoz…

ARZUR

Selaou. Pemzek dez zo abaoue… Edon neuze ez kambr, an hini a zo troet war-zu ar measiou. Eus va frenestr me a wele eun den koz a deue bemdez da azeza e kichen ar foziou dour. Tremen a rea eno kals amzer o sellet oc’h an tour koz-ma… Va gwelet a reas. Neuze e savas prim en e zav evel eun den yaouank ; ha