Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/102

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —

dre e ardou e roas d’in da c’houzout edo eno abalamour d’in… Klask a ris koms outa. Siouaz ! va mouez na eas ket betek ennan.

LIONNEL

Ha perak n’hoc’h eus ket skrivet d’ezan ?

ARZUR

Ya, skriva !… Daoust hag-en e c’hallen skriva hep plunv, hep paper parch ?… Pellaat a reas ; ha neuze, neuze hepken e teuas em spered ar zonj eus ar groaz aour roet d’in gwechall gant va mamm. Paour keas mamm vad ! War ar groaz-se, gant beg laonen va c’hontel, e skrivis va hano, leac’h va frizoun, hag… e c’hedis an dervez war-lerc’h… O ! nag hir e oe an nozvez-se evidon !… An den koz na zeuas ket… Gedal a ris evel-se tri dervez ha teir nozvez, anken ar maro em c’herc’hen. Koulskoude d’ar pevare dervez e welis adarre an den koz divroad, azezet en hevelep leac’h. Teurel a ris d’ezan va c’hroaz, hag e lammas warni.

LIONNEL

Talvout a rea ar boan !… Eur groaz aour !…

ARZUR

Sellet a reas outi eur pennad gant teneredigez, hag e pokas d’ezi. Goude ez eas war e zaoulin, evel evit trugarekaat Doue. Tec’het a eure goude beza great sin d’in gant e zorn evel evit lavaret kenavo.

LIONNEL

Ha goude ?…