Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/107

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 105 —



PEMPET DIVIZ
ARZUR, LIONNEL.


ARZUR, d’ar bobl.

Gwerzet gant ar re am boa ar muia fizianz enno !

LIONNEL

Arzur, sell petra a zigasan d’it !

ARZUR

Eur goulm !… O ! nag hi zo koant !… Sell’ta pegen aonik eo !

LIONNEL

Koant eo, n’e ket ’ta ? Mad, gwell a ze mar plij d’it, rak evidout eo em eus he frenet.

ARZUR

Gwir ?

LIONNEL

Ya, he frenet em eus gant eur c’houeriad hag a lavare beza a Vreiz.

ARZUR

Eur Breizad ?

LIONNEL

Gant enn ear dic’his e lavare d’in en e yez e c’helfe kement-se ober diduamant d’eur prizounier bennak. Neuze em eus sonjet ennout, hag em eus lavaret d’in va-unan : Va muia karet Arzur n’en deus nemedon evit mignon… hogen, ne vezan ket atao en e gichen ; ha neuze,