Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/108

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 106 —

red e vez d’in mont d’am c’hentel… Marteze vo red d’in eun dervez dispartia dioutan ; neuze chommo e-unan, e vezo inouet ha ne zonjo tamm ebet mui en e vignon Lionnel, e leac’h brema…»

ARZUR

Kalonig vad !…

LIONNEL

Mac’h oufez pegen laouen e oa al labouz-se bremaïk ! trouz a rea, ma ’z oa eun drugar e glevet… Del, gwelet a ri… Kui ! Kui !… Ac’hanta ? na finv ken ?… Na fell mui d’ezan lavaret netra ?… Alo, eun tammig bihan hepken… Daoust ha mud e ve deuet da veza a-ratoz kaer ? Labouz paour, seblantout a ra beza beuzet er c’hlachar !

ARZUR

Gouzout a rez n’en deus mui a frankiz ken nebeut na me… Glac’haret eo m’oar vad o veza pell dioc’h ar gear. Na c’hell mui nijal dre ar measiou.

LIONNEL

Gwir eo ! n’em boa ket taolet evez war gement-se… N’em boa sonjet nemet ennout-te.

ARZUR

Koulmig paour, hag ez afen da viret outi da gaout a nevez he eüruzded ? N’ouzon nemet re pegement a c’houzanver evel-se ! Ro anezi d’in ; va mignonig.

LIONNEL

Petra ri d’ezi ?