Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/109

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 107 —


ARZUR

He lakaat er frankiz ! Oc’h he gwelet o nijal adarre warzu an nenv, me a lavaro ennon va-unan e ray Doue d’in eun dervez marteze ar pez a ran hirio evit ar grouadurez divlam-ze.

LIONNEL

O ! ya, mad a re… Te az peus skiant vad atao !… Del, gortoz… Dres, setu aze ar perc’hen o treuzi ar ster. Hep ! Hep !… (Mont a ra d’ar prenestr, hag e tro kein da Arzur, chommet e penn araok an teatr.)

ARZUR, o telc’her ar goulm.

Kenavo biken, va frizounierez koant ; c’houi a zo eürusoc’h egedon-me, rak bremaïk ez eot el leac’h ma karot… M’em bije karet nijal war ho tiouaskel wenn ha mont pell dioc’h ar c’hastell louz-ma !… Petra welan ? Eur skrid kuzet dindan he askell ! (o lenn). « Prinz Arzur… Bezit bepred leun a fizianz, n’oc’h ket ankounac’heat gant ar roue Filip Aogust ; ho kroaz a zo etre daouarn ho mignoned. » (O koms). Petra eo kement-ma ?

LIONNEL, oc’h ar prenestr.

Ne glevo ket ac’hanon… Hep, paotr !…

ARZUR

Va c’hroaz a zo etre daouarn mignoned ! Koll a ran va skiant vad ! (O lenn). Skrivit d’in en hevelep doare… Al labouz-ma a zigaso d’in ho respont. Abenn eun