Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/110

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 108 —

nebeudik derveziou marteze e vezimp krog er c’hastell-ze. Sinet Keroman. (O sevel e benn) : Hennez oa den a fizianz va c’hastell e Roazon.

LIONNEL, o tizrei.

N’en deus ket klevet ac’hanon !... (Da Ar ur) Rei a ri he frankiz d’hor c’heaz prizounierez ?

ARZUR

Ya, ya, bremaïk ! O ! pebeus eur-vad evidon !… Lionnel, va mignon, o mac’h oufez ! N’on bet morse eürusoc’h ! Paotrig mad ! Koulmig ker !… Deomp da ober ar respont.

(Mont a reont buan er-meaz, dre gleiz ha dre greiz.)



C’HOUEC’HVET DIVIZ
HUBERT, Ar BARZ. dindan an hano a Lelio, o tont a gleiz, goueled an teatr.


HUBERT

Kals a vad hoc’h eus great d’in, Lelio ; ma vije kouezet ar groaz-se etre douarn-all, ar prins Arzur a dec’he kwit, ha me vije bet lakeat fall, gant va greg ha va bugale.

AR BARZ

N’em eus great nemet va dever !

HUBERT

Petra c’helfen rei d’eoc’h evit ho paea ?