Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/111

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —


AR BARZ

Netra ! senti a ran ouz eur youl kuzet ha santel meurbet… Digaset on da gaout ar Roue Yann gant an Turk gwiziek Ben-al-Raschild, va breur ha ma mestr e micher an divinourez.

HUBERT

Petra ! c’houi a zo breur d’ar steredenner (urisiner) gwiziek-se em eus klevet koms anezan ken alies. Ar roue Yann, va mestr, an deus kaset kannaded da gemeret kuzul diganta, evit gouzout petra deuio da veza, hen, hag e niz Arzur.

AR BARZ

A ! aotrou Hubert a Vurg, respont Ben-al-Raschild eo a zigasan d’ho mestr.

HUBERT

Alo ! Ra viot deuet mad en hon touez ! ha ra vezo ho pezanz ama evit brasa mad kement hini a zo o chomm er c’hastell-ma. (D’ar bobl hepken) : Paour keaz Arzur !

AR BARZ

Fizianz vad em eus e vezo evel a livirit.

HUBERT

Dre walleur, ar roue Yann n’ema ket brema e Bro-C’hall. Dies e vezo d’eoc’h zoken e gaout d’ar mare-ma pa ’z eus brezel o vont da veza diskleriet etre hen hag ar roue Filip-Aogust. Dies e vije d’eoc’h ivez mont da Vro-Zaoz !