Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 111 —
HUBERT
Amiaz Maubre ! ene daonet ar roue ! C’houez fall zo… N’eus forz, lavar d’eza dont.
LIONNEL, dre an nor.
Deuit dire ama, aotrou !
YANN, c’hoaz a-ziawel.
Bennoz d’it, floc’hig koant !
HUBERT
Ar vouez-se ! A ! ne fazian ket…
AR BARZ
Sellit !…
HUBERT
Ar roue e-unan eo ! (D’ar Barz) Piou ’ta an deus gallet deski d’eoc’h ?…
AR BARZ
Hen deski a reot dizale…
(Hubert a zell e daoulagad ar Barz ; hema a ziskouez d’ezan ar roue Yann o tont war-lerc’h Lionnel.)
YANN, o tigouezout.
Piou eo al loustig bihan-ze an deus bleinet ker mad ac’hanon betek ama ?
HUBERT
Aotrou rou… Aotrou Amiaz Maubre… va mab eo.
YANN
Ho mab, Hubert ?… Va gwella gourc’hemennou