Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/114

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 112 —

d’eoc’h ; danvez eun den a zo enna ! Piou eo an den koz-se ?

HUBERT

Lelio, breur an turk Ben-al-Raschild.

YANN, gant prez.

A ! gouzout a ran… mad ! mad ! Bremaïk me a gomzo outan… Chommit, Hubert, ezom em eus d’ho kaout hoc’h unan.

AR BARZ, d’an dud.

Ama avad e vo eur c’hrogad… Gwelomp mad penaos kregi bremaïk.

(Mont a ra gant Lionnel dre an tu deou.)



EIZVET DIVIZ
HUBERT, YANN-DILEVE.


(Lionnel ha Yann a deu dre zeou.)


HUBERT

C’houi ama, aotrou roue ? War var en em lakait ! Ma vijec’h anavezet !…

YANN

Asa, ! piou an diaoul a glasko kaout roue Bro-Zaoz dindan eur wiskamant ken dister. Maubre e zen a gambr ?… Ar c’hazern-ma n’eus enni nemet gwizien ar c’hont a Evreu ; c’hont a a-hent-all, me hen lavar, dioc’h ar weladen-ma, marteze, e vezo va amzer da zont.