Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/116

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 114 —


HUBERT

Petra hoc’h eus c’hoant da ober neuze ?

YANN, goude tevel eur pennad.

Edon dres o vont da c’houlen kement-se diganes, ganes-te hag a zo ket atao feal d’in. Pe seurt ali a roez d’in ?

HUBERT

Me ?…

YANN

Ya, Hubert, koms freaz hag hep troïdel. Red eo lakaat eun termen d’an droulanz a zo etre Arzur ha me. Red e vo da unan ac’hanomp ober an dilez eus e wiriou… Ha n’eo ket me ’n hini a ray, a dra-zur ! Kompren a rez ac’hanon, Hubert… (Peoc’h…) Ha bez’ e vefen c’hoaz roue a Vro Zaoz…

HUBERT

A ! va aotrou, kompren a ran kement-se. Hogen, mar hoc’h eus sonj da laza Arzur, ho niz… Ya, ho niz ! distaolit diwarnon ar garg a c’houarnour war ar c’hastell-ma… Lezit ac’hanon da vont kwit sonn va fenn, va daouarn neat… rak, kailharet gant eur seurt torfed, ne gredfen mui pokat da dal va bugale…

YANN

Hubert !…

HUBERT

Dalc’hit Arzur er prizon, keit ha ma karoc’h, hogen lezit e vuez gantan ; ar bobl hen ankounac’hao ; mar hen lazit, ar bobl en em zavo en hoc’h eneb.