Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 116 —
NAVET DIVIZ
YANN-DILEVE
(E-unan o sellet oc’h Hubert o vont kwit.)
Diskiant !… Arzur dinerz, pleget dindan ar boan spered
a gilo dioc’htu… Eun dilez great a-wel d’an holl, hag
emaon c’hoaz roue a Vro-Zaoz ! Hogen, gwaz a ze, ma
lavar nan, na dermin ket pelloc’h… An druez an deus
Hubert outan n’eo ket eun arouez gwall vad ; bezomp
war evez !
DEKVET DIVIZ
YANN, BERTRAM, HUBERT, ARZUR
YANN
A ! Bertram, va zervicher fealla ! (Koms a ra izel outan.)
HUBERT, izel da Arzur.
Diwallit da ziskouez ec’h anavezit anezan.
ARZUR, izel.
Bezit dinec’h !
HUBERT, Huel da Arzur.
Prinz, setu an Aotrou Amiaz Maubre !