Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 117 —
YANN
Lezit ac’hanomp, Hubert…
ARZUR, eun tammig spontet.
C’houi a ya kwit, Hubert ? Va-unan am lezit ?
YANN
Gervel a rin anezan a-benn eur pennad.
(Bertram hag Hubert a ya dre an tu deou.)
UNEGVET DIVIZ
YANN-DILEVE, ARZUR a VREIZ
ARZUR, d’an dud.
Eat eo ar goulm kwit gant ar respont. A-raok pell, hep [n…i] e vezin dishual.
YANN
Setu eta va enebour ! (Sioulded. Arzur a jomm en distro o sellet ouz Yann, a laka e holl ijin da gemeret eun doare yen ha doujus). Aotrou !
ARZUR, d’an dud.
Setu eta va heskiner ! (Huel). Dont a rit a dra zur da rei d’in anaoudegez eus mennoziou va eontr em c’henver ?
YANN
En eneb eo. C’hoant an deus da c’houzout petra ’zo bet kaoz d’eoc’h da gemeret an armou eneb d’ezan, ha perak hoc’h en em glevet gant Filip-Aogust, e enebour.