Ya, va zad. Dond a ran rag-eün eus an iliz veur. Prestik ec’h echuo al lidou ; an dud a yoa o vont d’en em lakaat en hend, pa en deus an dug yaouank (Doue r’e vennigo !) galvet ac’hanon en e gichen : « Den yaouank, emezan, eur c’hannad a deu beteg ennon evit lavaret d’in eo erru Yann, va eontr. Kea buan d’am zi, ha lavar d’az tad pourchas peb tra evit e zigemeret ».
An Dug Yann-Dileve… ama !
N’ema ket c’hoaz, va zad ; mez erru eo war henchou an Normandi, rak ac’hano e teu. E vanniel hag armou e zoudarded a c’hellfe beza gwelet diwar gern an tour.
Petra da lavaret eus eur seurt gweladen, p’eo gwir n’edot ket war c’hed anezan ? N’ouzon ket pe seurt abeg a c’hell digas aman breur Richard a Vro-Zaoz, ra vo Doue gant e ene ! (Ar mevelien a ya er-meaz dre an tu deou.)
Va zad, ha kambchou an dug Yann-Dileve, prest int ?
Bez hon deus, a-benn brema, meur a hini prest a-walc’h d’en digemeret. (Ar floc’hed a ya kwit dre an