Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/120

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 118 —


ARZUR

Roue Bro-C’hall an deus va difennet a-zoug ar wech ; hen eo a oe va faëron pa oen digemeret marc’heg… D’am mamm vad Konstanz e roas e c’her e skoazellfe atao va gwiriou.

YANN, gant buhanegez.

Ho kwiriou ? E pe leac’h emaint ?

ARZUR

Petra fell d’am eontr, neuze ?

YANN

C’hoant an deus d’ho kwelet o sina an dilez eus ar pez a hanvit ho kwiriou war Vro-Zaoz. An dilez-se a dle beza embannet e Bro-C’hall, e Bro-Zaoz, er Skos, hag en holl vroiou a zo en em zavet.

ARZUR

Ha ma ran ar pez a c’hoanta ho mestr ?

YANN

Ar frankiz a vo rentet d’eoc’h ; roue Bro-Zaoz a ankounac’hao ho follentez, ho lakao adarre war ho trôn a Vreiz-Izel hag a vezo ho tifennour hiviziken.

ARZUR

Va difennour !… Aotrou Maubre, ha ma ran faë war e ginnig touellus ?…

YANN

A ! neuze, malloz warnoc’h ! n’hoc’h eus da c’hortoz na pardon na peoc’h : brezel kriz a vo.