Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/121

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 119 —


ARZUR

Gwaz a ze ! Livirit d’am eontr em eus sonj mad eus lavar va bro : Kentoc’h mervel eget beza kailharet ! hag e lavaran ouspenn eo gwelloc’h ar brezel eget ar vez.

YANN, o vont en egar.

Diskiant out ? Kollet ec’h eus da benn ?

ARZUR, gant lorc’h.

Aotrou Amiaz Maubre, ankounac’haat a rit ouz piou e komzit.

YANN, d’an dud.

Den dizeblant ! (Huel). Ankounac’hat a rit hoc’h-unan, prinz Arzur, ar pez ma ’z hoc’h hag e pe leac’h en em gavit.

ARZUR

E pe leac’h emaon ! Er prizon, chadennet dre drubarderez breur va zad, an hini a dlie va difen. Ar pez ma ’z on. Aotrou Amiaz Maubre, dug a Vreiz-Izel dre lignez va mamm… An Anjou, an Akiten, ar Poitou hag an Normandi a zo d’in. Bez’ ez on erfin roue a Vro-Zaoz p’eo gwir on heritour d’am zad Jafre ha d’am eontr Richard Kalon-Leon.

YANN

Gevier !

ARZUR

Ne livirit ket eo gevier an dra-ze ! Ar gwiriou-ze n’hellont ket beza nac’het ouzin ; anavezet int bet gant ar roue Richard e-unan, er Sisil, p’edo o vont d’an