Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/122

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 120 —

Douar-Santel, embannet int bet e Bro-Zaoz hag e Bro-Skos gant an Eskop Eli ; nag ar prizoniou nag an tourmanchou, nag ar maro zoken n’hellint biken va lakaat d’o dilezei ! Ya, bremaïk e krenen dirazoc’h : hogen ar zonj eus troiou disleal ho mestr he deus rentet va nerz-kalon d’in

YANN, oc’h enebi ouz eur frouden a vuhanegez.

Ya da ! chom a reot er prizon, aotrou koant, pa ’z eo gwir e plij kement d’eoc’h.

ARZUR

Sonjit ervad ! Gwasket hirio, warc’hoaz marteze em bezo ar gounid… N’em eus great nemet erbedi keit ha m’am eus bet fizianz e lealded va eontr ! Pedi ’ran ho mestr da zerc’hel sonj eus ar mare m’oa e-unan dinerz hag harluet, eus an amzer-ze m’oa argaset gant e dad Herri II ha bannet eus al lez ; e baourentez neuze a yoa ker bras ma oe leshanvet Yann-Dileve !

YANN, d’an dud.

Pebeus sonjou kasaüs !

ARZUR

Dre eun torfed e pignas war an tron. Ne jommo ket pell eno, rak erru eo ar roue Filip d’am zikour ; e armou sur on, a zo a-benn vrema war dreujou ar vroïg-ma. Dizale em bezo ar frankiz adarre, galloudus e vezin ive, ha d’am zro me a lavaro : Malloz d’ar roue Yann !