Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/123

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 121 —


YANN

Den diskiant ! Ra gouezo ar c’homzou milliget-se war da benn !… Kea, kred ac’hanon, gwelloc’h eo d’it prena ar peoc’h o stoui dirak roue Bro-Zaoz, goulen pardon digantan… gant aon ne vefez re zivezad ! Setu diveza komzou va mestr.

(Ober a ra zeblant da vont kwit.)
ARZUR

Chommit c’hoaz !… Ho mestr… Mad ! p’eo gwir e talc’hit ker brao e leac’h, me a gomzo ouzoc’h evel pa vije e-unan ama dirazon, hag e lavaran : Kredi a reac’h ac’hanon gwall-zigalon o rei d’in da zibab etre an dizhenor hag ar maro, o sonjal e karjen gwelloc’h ar vez!… hag eo abalamour ma ’ma an hevelep gwad o redek en hor gwazied ?

YANN

Prinz !

ARZUR

Ar gwad-se a zo ive gwad Jafre ha Richard, daou varc’heg kalonek ha dispont. Me, klask da vignouniach ? kredi ez leou ? Eat out eneb d’ezo ! Me, goulen truez ouzit-te, Yann, mab digalon, a zavas teir gwech eneb da dad maro oc’h da vallozi ! ganes-te, breur fall, ac’h eus dalc’het va eontr Richard e prizoniou an Aotrich, hag az peus eur pennad goude kaset torfetourien d’e laza er c’hoajou ! Kredi ez henor, Yann, trubard d’e c’her, ac’h eus gwerzet da vignoned en Evreu evit kaout