Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/124

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 122 —

da-unan ar vuez ! Me fiziout ennoud-te, marc’heg disleal ! En despet d’ar gomz roet dre le da Laou a Reier ac’h eus va zaolet er prizon-ma, ha kondaonet da vervel gant an naon daouwarn-ugent dijentil tapet er memez amzer ganen e sesiz Mirebo !

YANN, du gant ar gounnar.

A-walc’h ! a-walc’h !

ARZUR

Goulen truez ouzit ! O ! ne ran ket ! an dra vezus-se am rentfe din eus da vignouniach !… N’em eus tamm ebet ezom enezi !…

YANN, o sailha warnan.

Trubard !

ARZUR

A !

YANN

D’an daoulin bugel !

ARZUR

Roit peoc’h d’in, n’eo ket c’houi ar roue ! ha rak-se perak ez eus eat kement a zroug ennoc’h ?… Daoust ha kablus hoc’h eus an holl dorfejou-ze ?

YANN, d’an dud ; diskroungnet eo evel eur c’hi klanv.

Mervel a ray !… (Huel). Hubert ! (d’an dud). Bezomp adarre evel pa ne ve netra etrezomp !