Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 123 —
DAOUZEGVET DIVIZ
YANN, ARZUR, HUBERT, o tont dre an tu deou.
YANN
Abenn eun heur ama, Hubert, e tizroin da Vro-Zaoz… da renta kont d’am mestr eus va c’hefridi ; lavaret a rin d’ezan eo dare e niz koant da ober kement a c’houlenno digantan. (Ober ra neu da vont er meaz.)
HUBERT
Petra hoc’h eus great ?…
ARZUR
Great em eus d’eun digalon paea d’in… Sellit outan… krena ra c’hoaz gand ar gounnar !
YANN, war ar poent da vont er meaz.
Hubert, it da lavaret da Lelio dont ama ; ezom em eus da gaozeal gantan. (Izel d’an dud). Hen eo a denno ac’hanon eus al lasou-ma.
(Mont a ra kwit gant Hubert dre an nor genta, a zeou.)
TRIZEGVET DIVIZ
ARZUR, LIONNEL
ARZUR
N’em eus aon ebet rak e gounnar, Lionnel.