Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 125 —
ARZUR
Dizoloet eo pep tra !
LIONNEL
Daoust ha fall em eus great o rei al lizer-ze ?… M’am bije gwezet lenn !
ARZUR, na zelaou mui anezan.
Kollet, kollet on, hep mar ebed !… Labouz keaz ! penn abeg divlam eus va foan !
LIONNEL
Mar deo gwir, e krougin anezan dioc’htu.
ARZUR, d’ar goulm.
Kea, kea, poan a ra d’in sellet ouzit ! (Hag ez a d’ar prenestr.)
LIONNEL
Ac’hanta ! Lezel a ri anezan da vont kwit ?…
ARZUR
Dishual eo brema, ha me chadennet ama… E leac’h duze, er c’hostez-all d’ar mor, ema ar frankiz ouz va gortos ! O va Doue !… petra welan !… Eun den diarbennet… Eur wareg a zo gantan… Stigna ra ar gorden, ema o vont da denna warzu ama.
LIONNEL
Eun torfetour ! m’oarvad… Diouall, Arzur ! Deus alese. (Kemeret a ra Arzur dre an dorn ; d’an ampoent eur bir a gouez war leur an teatr.)