Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/129

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 127 —


LIONNEL, o chacha war Arzur.

Setu an Aotre Maubre o tont adarre dre ama.

ARZUR

Ember n’em bezo mui aon razan.

(Arzur ha Lionnel a ya kwit dre gleiz.)



PEMZEGVET DIVIZ
AR BARZ, YANN-DILEVE


YANN, o font difre.

Ya, ya, red eo,... Mervel a ray dizale… Anez e tec’hfe !… Great eo va zonj. (D’ar Barz). Ha setu te digouezet ! mad eo !

AR BARZ

Deuet on evit senti ouz hoc’h urziou, va aotrou.

YANN

Digaset out, a leverez, gant va mestr henorus e gwiziegez ar srered ?

AR BARZ

Ya, va aotrou, me eo e vreur hag e ziskibl, ha Lelio eo va hano.

YANN

Mad, Lelio, te c’hell renta d’in eur zervich hag a vo paeet gant eul largentez a roue. Selaou : Bez’ ez eus